Listenn ar broioù

Kartenn broioù Breizh

Rannadur tiriadel hengounel Breizh pennañ eo ar vro. Nav anezho a zo. Aroueziet e vez war banniel Breizh Gwenn-ha-Du gant an nav bandenn wenn ha du a bep eil. Anavezet e vezont c’hoazh er vuhez gwirion, ha pa vefe bet kollet pep gwirvoud ofisiel gant ar broioù-se abaoe 1790 ha krouidigezh an departamantoù.

Savet e oa bet ar broioù-se en un doare ofisiel gant ar Vretoned evit adkemer penn ar velestradurezh roman da vare diskar an Impalaeriezh roman, met war a seblant eo o gwirvoud istorel ha denel kalz donoc’h. Klotañ a ra an harzoù-se gant elfennoù douaroniel heverk (stêrioù bras, linennoù kribennoù) pe gant elfennoù denel o tont eus an amzerioù koshañ, evel megalitoù pe lec’hanvadurioù rakbreizhek.

Klotañ a ra an harzoù-se ​​ivez gant tiriadoù ar pobloù keltiek kozh, dre vras. Ouzh tiriad an Osismes e klot Bro-Gerne, Bro-Leon ha Bro-Dreger, ouzh tiriad ar Venetez e klot Bro-Wened, ouzh tiriad ar C'horiolited kozh e klot douaroù Bro-Sant-Brieg, Bro-Sant-Maloù ha Bro-Zol, ouzh tiriad an Namnetes Bro-Naoned hag ouzh tiriad ar Riedones Bro-Roazhon.

Mammenn : Provinces historiques (Geobreizh)

Merdeiñ el lec'hienn